Lehienn Paol ar  Gall, kelenner war an akordeońs diatonik

SALUD  DEOH !

Amań , pelloh e roan deoh da houzoud peleh e ran skol war
an akordeońs diatonik
e departamant Penn-ar-Bed : e Landerne, e Sizun hag e Landivizio.

Lavared a ran deoh eun gerig diwar-benn ar strollad Familh Ar Gall.
Marteze , ho-peus gwelet ahanom en eur fest-noz bennag dija.....

Pelloh c'hoaz, e kaver eun dastumad tablaturiou.
M'ho-peus c'hoant, e helloh kemer anezo.
Diwallit !  Arabad klask mond re vuan ganti.

Eul lodenn, "Salle de Musique"  heh ano, zo evid ar skolidi nemetken.

Ha c'hwi, c'hwi hag a zo  sod gand  an akordeońs diatonik,
kit da weled al lodenn anvet Le Monde Diato.

Kenavo ar henta
     
                                                                                  Paol ar Gall

Diatonik, a lavarit ?

Degouezet eo bet an akordeońs e Breizh e fin an XIXved kantved. Diatonik e oa e penn kenta.
Buan kenań e teuas da blijoud d'an dud hag e veze gwelet, ha klevet, e pep leh. Lakeet e oe binviji ar vro a-gostez evid eur pennad !
Tamm ha tamm, e weljod an akordeońs kromatik o tond ive er vro hag e reas kalz berz er festou hag er baliou a beb seurt.
Abaoe bremań eur pennad mad a amzer, ez eus bet sonerien zo, c'hoant ganto rei e blas adarre d'an akordeońs diatonik. Ober a reont gantań en eun doare nevez war beb seurt sonerez. Hag hirio, e vez klevet aliez asamblez gand maread a vinviji all, evel lakom : violońs, treujenn-gaol, bombard, gitar ha kement zo.

Gand an akordeońs diatonik, e heller seni traou a beb seurt :
  • kanaouennou martolod
  • kanaouennou anavezet mad gand an dud
  • sonerez keltieg
  • sonennou a beb seurt bro...


HA ME, PIOU ON ?
Salle de Musique
Diwar : Centre breton d'Art populaire

Paol ar Gall zo kelenner war en akordeońs diatonik e Centre breton d'Art populaire ar bloaz 1993. Soubet eo bet e sonerez ar vro abaoe ar bloaz 1965 e Kelh Keltieg Plouedern(Penn-ar-Bed). Ha desket gantań seni gand an tin whistle hag ar vombard. Er bloaz 1980, e ra anaoudegez gand an akordeońs diatonik...

 


Vous écoutez "Morisson Jig"
(C) Paul Le Gall 12-2007
Mis ą jour le jeudi 25 avril 2019