Ar pez am-eus greet

Amañ emaoh : Digemer > Ar pez am-eus greet
Diwar : Centre breton d'Art populaire 


Paol ar Gall zo kelenner war en akordeoñs diatonik e Centre breton d'Art populaire ar bloaz 1993.
Soubet eo bet e sonerez ar vro abaoe ar bloaz 1965 e Kelh Keltieg Plouedern(Penn-ar-Bed).
Ha desket gantañ seni gand an tin whistle hag ar vombard.
Er bloaz 1980, e ra anaoudegez gand an akordeoñs diatonik e bro Roazon, o
tarempredi  Philip Roguez, ha goude-ze Patrice Corbel e Brest.



Ha Paol deuet da veza sod gand an akordeoñs diatonik.
Mond a ra war-raog en eur zeni asamblez gand Alain Pennec ha Yann Dour,
a zo o rei eul lufr nevez da zonerez ar vro d'ar mare-ze.
Konkour akordeoñs e "Kann Al Loar" a vez aozet gantañ e-pad meur a vloaz.

Er bloaz 1994 , eo bet savet ar strollad Diatonik Penn Ar Bed gand Paol ar Gall.

E festou Brest 1996 ha Brest 2000 eo bet kaset en-dro gantañ al laz-seni 40 akordeoñs.
Kemer a ra perz er CD «Danses et Mélodies du Léon» er bloaz 2000.  > > >
 
   






  

 

« Ouspenn ar skol a ran Kreizenn an Arzou Pobl ez on ive kelenner war an akordeoñs
diatonik e l'Atelier Culturel de Landerneau abaoe ar bloaz 1993 hag e Landivizio abaoe miz gwengolo 2012.
Er bloaz 1997 , eo bet savet ar strollad Familh Ar Gall ganeom : va gwreg , on tri bugel ha me .
Er festou-noz, amañ e Penn-ar-Bed hag ive e bro Bariz, e vezom gwelet war al leurenn ».

Contact